Brezel Dizalc'hiezh Spagn

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Sabrennadeg ar vamelouked
Giuseppe Buonaparte, en Roue Spagn. En ofisiel José Iañ, e-touez ar bobl ne oa nemet Pepe Botella (Job e Voutailhad).

Brezel Dizalc'hted Spagn (1808-1814) (saozneg: Peninsular War; spagnoleg: Guerra de la Independencia Española; katalaneg: Guerra del Francès) a c'hoarvezas e Spagn, etre Spagn ha Bro-C'hall, renet gant Napoleone Buonaparte, an impalaer gall a felle dezhañ lakaat e vreur Giuseppe Buonaparte, lesanvet Pepe Botella (Job e Voutailhad), da roue er vro-se, evel José Iañ. Gwelet eo ar brezel-se evel unan eus ar brezelioù c'hwezhet gant Napoleone Buonaparte en Europa abalamour d'e c'hoant da lakaat broioù Europa dindan e dreid. E saozneg e vez laret The Peninsular War peogwir e c'hoarvezas ivez e Portugal, hag e krogas da vat pan eas armeoù Bro-C'hall ha Spagn da aloubiñ Portugal e 1807. Gwashaat a reas an abadenn e 1808 avat pa savas bec'h etre Bro-C'hall ha Spagn. Kregiñ ervat a reas ar Brezel Dizalc'hted gant emsavadeg an Dos de Mayo e 1808.

Padout a reas ar brezel-se ken na voe trec'h ar C'hwec'hvet Kenunaniezh war Napoleon e 1814. Alies e lavarer eo ar c'hentañ brezel-dieubiñ dre grogadoù bihan, pe guerrilla.

Distujet e voe ar velestradurezh spagnol gant ar C'hallaoued, ha rannet etre juntas er proviñsoù. En 1810 e voe adsavet ur gouarnamant broadel, Cortes Cádiz, a oa emharluet e kreñvlec'h Cádiz, met n'halle ket sevel arme ebet peogwir e oa gronnet gant un armead 70,000 soudard gall. Daou vloaz e padas Seziz Cádiz, eus 1810 da 1812.

Skarzhet e oa bet ar C'hallaoued eus Portugal gant an armeoù saoz ha portugalat, ha skoazellañ a raent ar re a veze o vrezelekaat ouzh soudarded Bro-C'hall ha ne oant ket evit derc'hel ur vro ken bras .


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search